Yaouankizoù va Bro
ganeoc’h ‘vin debret-holl
Va sev c’hwi ‘beursuno
netra n’ez ay da goll
Padal n’ez eus ouzhin
Nemet ur goudask onn
Savet en douar krin
Liorzhour ebet n’en deus va benet
Temz all n’em eus bet
nemet erc’h Nedeleg
glav ar mizioù du
gweet va c’horf gant
nerzh mil korventenn.