Va C’hêriadenn

Simudet eo ar Gêriadenn.
Liv ar marv en he c’herc’henn.
Tavet eo talmoù he c’halon…
N’he c’hlevan mui o vevañ.
N’he c’hlevan mui o komz.
N’he c’hlevan mui o kanañ.
N’he c’hlevan mui o ouelañ.
Nag o c’hoarzhin, nag o strevial.
Nag o poursat. Zoken o huanadiñ !
Marv eo… Marv.
Tavet kan ar c’hilhog da c’houloù-deiz
Tavet war an hent-karr storlok ar rodoù
Tavet skourjez ar charretour
(Hag e douadelloù !)
Tavet c’hwirinadenn ar gazeg
O tistreiñ davet hec’h eal.
Tavet beogadennoù boud an tarv
Begeliadenn hiraezhus an ein nevez
Buoc’h ebet mui o vlejal war he laezh
(Aet ar parkoù da strouezh !)
Tavet ar golvizhi — hag an Teodoù —
War ar stankoù-kannañ
Pallennet a voued-houidi.
Ar gwenodennoù gwriziet a zrez
Ar geot hir war an hentoù-kirri
Un tren er pellder a c’hwist war-zu ar Gêr-Benn
Labousedigoù a diviz en o yezh kevrinus
Dastroc’het gant c’hoarzh diot ar Gazeg-Koad.

31 a viz Eost 1967

E galleg