Un Tammig Gwaz

Rimastellig vugel
D’am mignon yaouank Herve ar Gwenn

I
P’oan deut da baotr-saout da Geriel Vras
Me ‘soñje ganin ‘oan un tammig gwaz (2 w.)
N’oa ket koulskoude echu va eizh vloaz.
II
Daouzek hual buoc’h ganin war va skoaz
Gant va c’hi « Tambour » hag ur pikol bazh (2 w.)
Me ‘z ae dre an hent ‘vel un tammig gwaz.
III
Pa ‘z aen da vêsa war vordig an dour
Pebezh plijadur gant va c’hi « Tambour » (2 w.)
O redek hon-daou war-lerc’h ar yer-dour.
IV
Ha pa ‘z ae va saout war ar melchon ruz
Eus beg ar wezenn ‘n ur flumañ pabu (2 w.)
Me ‘huche : « Tambour » ! Kerzh d’ar saout dustu.
V
Met pa chome fur va saout ‘barzh ar prad
Me ‘z ae gant Tambour da redek ar c’had (2 w.)
Pe da neizhata ‘dreuz lanneg ha koad.
VI
Abaoe zo amzer. Bremañ on ur gwaz
Ha me « traktorman » e Keriel Vras (2 w.)
Ur paotr-saout tredan o vesa ‘n em flas.
VII
‘Benn nebeut amzer, me am eus esper
Me a dimezo d’am Lenaig ker (2 w.)
E Keriel Vras me ‘vezo mab-kaer !

20 a viz Du 1964