Traoù hiraezhus

— Ur vilin gozh, pell zo dilezet. Na trist. Difiñv ha kevrinus o selaou kroz ar skluz.
— Un hent kozh roman, ledan ha sonn, aet da strouezheg. A-boan en e greiz ur wenodenn treuzet-didreuzet gant an drez.
— Dismantroù un ti bihan paour : an iliav elevezus o c’holo e vogerennoù rampet. Soñj hoc’h eus, en ho yaouankiz, e chome amañ daou bried kozh seven ha didrouz.
— Taolioù ar glaz-noz gant un devezh erc’h. Na trist ha moug mouezh ar c’hloc’h a-us d’ar maezioù gwenn dindan un oabl izel-izel ha du.
— Klevout a-hed an deiz un dañvadez o vegeliat trist ha nec’het d’he menn gwerzhet.
— Frond an ezañs hag ar jenofl a led atav war va Ene un hiraezh dilavarus. Ar soñj eus va mignonez yaouank marvet d’ar mare ma vleugn ar jenofl… Se ‘oa gwechall. Hogen frond ar bokidi jenofl gwenn hag an ezañs kemmesket gant glac’har va c’halon yaouank n’am eus biskoazh ankouazhet.
Un dervenn gozh war he diskar o tougen he bec’h a vez.

E galleg