— Unan bennak a sko war ho tor hanter digor. Respont a rit : Deuit tre. Bez ‘ez eo dres an hini m’edoc’h o komz diwar e benn, falloc’h eget matoc’h. Na pegen kasaus !
— Degouezhout a ra ur mignon en ho ti. Dont a ra eus a bell. Koulz merenn eo. N’hoc’h eus netra en ti, na den dindan ho torn da gas d’ar pourvezañsoù. Nag hoc’h eus mezh !
— Kavet hoc’h eus ho saout aet da laerezh e park un amezeg. Nag eo dipitus !
— Skuizh oc’h. Divi. Chas a deu da gunudañ er porzh e-pad an noz. N’hellit ket repoz. Pegen faezhus !
— Logod a red er c’hrignol ‘us d’ho kwele. Karout a rafec’h bezañ kazh…
— N’oc’h ket techet da sellout pizh en ho melezour, hogen gwelet hoc’h eus ur vignonez a wechall, hag he c’havet gwell gozh. Teurel a rit pled ouzh ho tremm ha, va Doue ! pegen displijus ar skeudenn.
— Deizoù zo emaoc’h e gortoz eus lizhiri digant mignonezed ker. Chom a rit war-c’hed da Eur paotr-al-lizhiri. Netra.
Hiziv, tremenet an eur, oc’h aet d’ho labour ; distro hoc’h eus kavet daou lizher !… Unan da baeañ ho kazetenn, egile da baeañ ho tailhoù !… Pebezh disouezhadenn.
— Seblant c’hlav edo. Lakaet ho poa ur c’helorn dindan an doenn. Dihun’ rit a-greiz an noz hag e klevit an tik tik tek dizingal. N’eo ket c’hoazh goloet foñs ar c’helorn, e soñjit. Dizale e paouezo ar muzik hegasus-mañ. Ne baouez ket an tik tik tek tak. Betek ar beure… Ho kelorn ‘oa toull !
— Mignoned ho poa pedet. Prientet ho poa un nebeud lipouzerezh. En aner hoc’h eus gortozet ho mignoned. Deuet zo tud all diwezhatoc’h ha lipet eo ar meuzioù fin. Erfin e tegouezh ho mignoned. Ne oa mui nemet restajoù… Na kazus eo evidoc’h.
— Bez’ ho poa ul lizher preset. Mont a rit da vord an hent da c’hedal paotr-al-lizhiri. Gwelout a rit roudoù fresk rodoù e varc’h-houarn. Nag e ra desped deoc’h.
— ‘N ur vont d’ho labour emaoc’h aet da gas un netraig eus ho liorzh d’hoc’h amezeg nevez. ‘Oa den war-dro. Lezel a rit ho paner war dornell an nor.
Pa zistroit eus ho labour a zo bet unan bennak d’e dro o tegas deoc’h lod ar pardon… Mont a rit d’abardaez da gas ar baner d’ar gêr. ‘Oa den ivez.
E keit-se eo bet egile o tistreiñ deoc’h ho hini… Galouperezh. Paneroù ha… fasoù koad ! ! Nag eo hegasus…
Kavout ar saout war irvin hoc’h amezeg dre faot ur chaseour foeltr-forzh lezet gantañ distouv an toull-karr.