Traoù frealzus

— Bez’ hoc’h eus poan-spered en deizoù-mañ ken ma oc’h klañv. Mont a rit bepred d’ho labour a gavit poaniusoc’h eget biskoazh… Distro da greisteiz e kavit war gorn an daol ul lizher digant ho kwellañ mignonez. O frealz : nijet a-daol-trumm ho poanioù !…
— An amzer zo teñval ha yen. Ho spered zo teñval. Ho kalon zo yen.
Ur sioulded ponner a bouez war ar beure. Heug a ra deoc’h al labour… Tost emaoc’h d’an daeroù… Sede ma verzit kan ul labous ha kerkent ur skinenn heol a bar war toull ho tor. Frealz ! Toullet eo an hent d’ar goanag, ha savet ar wask diwar ho choug.
— Neb n’en deus ket bet a loened klañv n’hell ket meizout kement-mañ :
Ho kazeg ne zebr tamm. Sevel ha gourven, skrabañ ha ruilhal a ra. Seblantout a ra bezañ gwall nec’het. Ha c’hwi ‘ta !… Mont a rit da gerc’hat ur vrec’hiad plouz fresk da astenn dindani… O frealz ! P’emaoc’h distro emañ ho loenig karet o rognañ foenn a-dro-vat. Tremenet eo he barr-laerezh…
— Bez’ hoc’h eus ur vuoc’h klañv. Bet eo ar mezeg-loened div wech. Ne ra vad ebet al louzou. Tremen a rit hoc’h amzer o tonemonea d’ar c’hraou. Gwelloc’h ? Falloc’h ? N’ouzoc’h ket kaer. Ha ret ‘vo deoc’h tremen c’hoazh un nozvezh all war ar bale ?
O frealz. Sede a-greiz-holl ho puoc’h o kregiñ da daskiriat. Pare eo pe war an hent. Nag e kavit aezet ho kwele !

E galleg