Traoù bourrus

— Gant un devezh tomm-grizias, e-kreiz an hañv, mont da gannañ d’ur poull-dour sklaer en disheol ur vodenn haleg.
— Pa stlak ar grizilh war gwer ar prenestr. Pa c’hwezh an avel yud er siminal : Bezañ dirak un tantad tan-flamm, oc’h ober stamm e korn an oaled.
— C’hoant ho poa pell zo da skrivañ ur pennad evit ho kazetenn a-zivout tra pe dra. N’ouiec’h ket kaer dre be benn kregiñ… Sede ma kavit un deiz ur pennad enni savet mat-tre. Biken n’ho pije graet kenkoulz. Na bourrus eo !
— Gwelout un hed-gwenan diniverus o troidellañ en-dro d’un dervenn gleuz war ho prad. Chom a reont d’ober o neizh e-barzh.
Bez’ ho po mel d’an diskar-amzer.
— Ho foenn ‘oa tamm ebet re gras. E glozet hoc’h eus evelkent. Un tamm damant ho poa.
Stirlink ar glav war ho prenestr ho tihun a-greiz an noz. Nag hoc’h eus bet chañs !
— Kaout sof-kont a zanvez-tan en disc’hlav pa deu ur skoulad erc’h.
Kaout evidoc’h hoc’h-unan un tantad o flamminañ en oaled. Evidoc’h hoc’h-unan sonerezh ha koroll ar flamm.

E galleg