Trizek tilhenn stank-ha-stank
Stok-ha-stok war ar c’hleuz kras
Sonn o fenn en oabl glas
D’an amzer m’edon yaouank
Int ‘oa dija bras
Trizek tilhenn en ur blokad
Boked glas-du
Divent, ramzel
War an dremmwel.
An tilh-mañ n’int ket va zra
Ar gwir am eus memes tra
D’ober o diskar
Emaint o sunañ sev va douar
Gant o gwrizioù ken hir. Met ne rin
Bez’ e rafent diouer din
Rak un darn int eus an daolenn vev-se
a ra stern va buhez
Bez’ rafent diouer din
Bez’ int va ograoù
Bez’ int va zelenn
Pa c’hoari enno an avel
E vil notenn disheñvel
Pa goag ar vran
‘N o skourroù noazh er goañv
Pa sut ‘n o begoù du
Ar voualc’h beg melen
Ha pa ziruilh eus o barr uhelañ
Beradoù strinkennek
An eostig noz.
10 a viz Here 1965