Divergont-bras int deut
D’anneziñ o c’hazarn nevez
— E Ti-Voujeret… Dineol (din an heol)
Ha da lakat bleunioù
Dirak monumant soudarded ar barrez
Soudarded Breizh marvet ‘vit Bro-C’hall
— Lazhet ganti… —
— Ha te Yann-Kael ?
— Piv hiziv en deus bet soñj
Da vleuniañ da vez, e Kerfeunteun ?
— Te hag a oa da-unan en noz du
Da-unan a-enep ul Lu.
Aberzh glan da Vuhez
Evel un tour-tan en deñvalded.
Da-unan e kreiz laoskentez
Hag eneberezh da Genvroiz
Da-unan ‘enep alouberezh
Ar Gall trubard ha mac’hom
Ar C’hrist ivez ‘oa e-unan.
— Kousket a rae e ziskibien —
Hag ar Bobl a rae goap anezhañ
Hogen, a-viliadoù, a-vilionoù
Zo savet kristenien diwar e aberzh
— Yann-Kael, bugel va c’halon
Te zo an hadenn o kellidañ
E douar krin hor c’hendadoù
Sevel a ray diwarni kaeroc’h Lu
Eget hini Ti-Voujeret…
Bez e Peoc’h Doue !
4 a viz Eost 1979