Tamallerien

— An Iliz a zo pennkaoz, emezi
M’eo ken diroll ar Vuhez a-vremañ
— An Iliz a zo manket d’he mision
An Iliz a zo bet diseblant ha didruez
Ouzh ar paour ha bugale ar paour
Pa oa ar pinvidig o korvoiñ ar paour
Ha bugale yaouankik ar paour
— An Iliz a dave. A leze ober
Ha morse ne anzav he fazi
… — Fall eo ho Parn mignonez
Ha fals ho tamalloù
Ha ma soñjfec’h-c’hwi en Dazont !
Petra ‘damallo deoc’h bugale ho pugale ?
Daoust hag-eñ n’eo ket kaletoc’h
Planedenn ho Pugale
Eget n’eo bet hini ho tud-kozh ?
Daoust ha lemel ar bugel
Digant e vamm d’en reiñ d’ur vagerez
Daoust ha kas ur bugel daou vloaz
D’ar skolioù-mamm n’eo ket torfed ?
Daoust hag o derc’hel er skolioù
Ur c’hard eus o Buhez
Ned eo ket torfed ?
Daoust hag o c’has dre redi d’an arme
Pe d’an toull-bac’h en abeg d’o menozioù
Ned eo ket un torfed ?
— C’hwi ha na anavezit Iliz ebet ken
A gav mat ‘vefe lamet ar Vuhez
Digant ar bugel kent ma teufe
Da sklêrijenn an deiz ?
An Iliz a-viskoazh a gondaonas
Seurt torfedoù… Dalc’hit soñj
Ha diwallit, fals-tamallerien
‘Vefe brasoc’h ho Pec’hed
Eget hini an Hini a damallit.

Genver 1981