Pet anv eta ‘vez roet deoc’h ?
Hag e pet Bro e vleugnit-hu ?
Perak an holl zo sot ganeoc’h ?
Tud vras, bugale a bep tu
A red d’ho kuntuilh er maezioù
Brienn ar stêr, ar brouskoadoù.
Hervez faltazi e spered
Pep korn-bro ‘n deus ho padezet
Bro Lannuon ‘lavar roz-kamm
Goûg-ribod eme tud Gwengamp
Bleunioù Sant-Jozef ‘me darn all
« Jeannette ». « Bonhomme » eme ar Gall
Jonkilhoù ‘me bugale kêr.
Bokidi heol. Bokidi kaer
Kannadezed an nevez-hañv
Gant Levenez ho kevarc’han.
Gouel sant Padrig 1975