Rosa canina

War benn ar c’hleuz, ‘us d’an toull-karr
Ez eus ur blantennig dispar.
Bemdez ‘tremenan ‘rez dezhi.
Ha bemdez ‘ran ur sell outi :
Ned eo nemet ur Rozenn-gi…
Un drezenn-amgroaz en he bleuñv
E-touez ar spern, war lein ar c’hleuz.
— Nag eo espar e-touez ar strouezh !
Ha blizidik !… Va Rozenn-ouez
Zo gwisket ‘vel ur Rouanez…
« Kurunenn aour ha brozh seiz roz.
Diamantet gant ar glizh-noz,
O lintrañ en Heol beureel :
Hogozik ken koant hag un Ael. »
— Siwazh eo kened berrbadel !…
Un deiz hepken ‘chom pep rozenn
Digor he dremm d’ar sklêrijenn.
An Heol a domm he c’halonenn,
Flouret ‘vez gant ar valafenn
Ha broudet gant ar wenanenn.
Ha ‘benn ma vo an Heol kuzhet,
He brozh seiz roz a vo gweñvet
Hag he c’hurunenn aour teuzet ;
Echu ‘vo d’ar Rozenn-amgroaz…
— Met un all ‘digoro arc’hoazh…

Gouere 1962