Awen ar galon – Pêr Denez
Meur a wech on bet e darempred gant Anjela. ‘M eus aon ne oa morse evit kontañ kaozioù pe evit kas just ul lizher a vignoniezh — nemet e vefe marteze e-keñver an deiz kentañ ar bloaz —, kentoc’h e oa evit komz diwar-benn al labour pe an traoù a vije da vezañ graet, hag ivez pa ‘m eus embannet skridoù ganti, pe c’hoazh evit ober gourc’hemennoù dezhi evit ar pezh he doa skrivet. (Lenn pelloc’h…) |
Anjela Duval e-kreiz he c’hantved – Francis Favereau
Anjela Duval — Marie-Angèle Duval, hervez paperoù ar Stad —, bet ganet er C’houerc’had pe Kozh-Varc’had er bloaz 1905 ha marvet er bloaz 1981 en Lannuon, eo tremenet he holl vuhez pe ‘gozik el lec’h ma oa-hi bet ganet, savet ha maget, peuzgoude penn-kentañ ar c’hantved-mañ, un tamm mat kent ar Brezel bras eta, en kêrig souchet Traou-an-Dour (pe « Traoñ-an-Dour », mar karer), ur pennkêr distro awalc’h eus ar C’houerc’had, ar barrezig diwar ar maez bet kentoc’h un drev eus Plouared (betek ar bloaz 1866), kêr ha penn-kanton, sed don en argoad Lannuon e Bro-Dreger. (Lenn pelloc’h…) |
« Ur barzhoneg e vogerioù gwenn » – Jelvestr Jardin
Ne vo kavet amañ da heul nemet un nebeud soñjoù am eus maget e-serr labourat war al levr-mañ. E keit-se em eus bet tro da gompren gwelloc’h degouezhioù buhez Anjela Duval, pa n’em boa ket anavezet anezhi. Kement-se avat ne vir ket outon da vourrañ lod deus he barzhonegoù, e-giz n’eus forzh piv (hag an dibab ne vefe ket graet heñvel gant pep hini moarvat), dre ma talvezont drezo o-unan. (Lenn pelloc’h…) |
E Traoñ-an-Dour Anjela e kav pep hini e damm bara – Riwanon Kervella
Ar joanig gof ruz zo o neizhañ tost d’ar wazh, gwech pintet war ar spern gwenn a-dal d’ar c’hraoù, gwech all o kanañ war ar c’harr-bout lezet da vreinañ e-kichen ar bern keuneud, a ra kofadoù gant ar bruzunajoù skubet war-lerc’h tremenidi niverus an deiz. (Lenn pelloc’h…) |
Rakskrid Kan an douar – Marsel Klerg
Furchet em eus pevar c’hanton |
Anjela Duval hiziv – Ronan Koadig
Un dremm roufennet sklerijennet gant daoulagad lemm leun a vuhez hag a fent. Un teod prim, kaset en-dro gant ur spered birvidik. Dilhad paour ur beizantez uvel. Hag un dra all… ur seurt nerzh diabarzh o skedin. Setu ar skeudenn eus Anjela Duval a zo chomet e spered he c’henvroidi hag e hini meur a dud all, strewet dre ar bed. (Lenn pelloc’h…) |
Mouezh ur brofedez ? – Roger Laouenan
« Un hanter dousennad barzhed ne dalvezint ket gwech ebet ul labourer-douar ! », a lâras Anjela Duval din un deiz bennaket. Goût a rae deus petra e oa o kaozeal : bemdez e laboure-hi an douar a-raok en em lakaat da skrivañ, diouzh an noz. N’eo ket farsal nemetken e rae Itron Traoñ-an-Dour o komz evel-hen. Santet he doa ar reverzhi a oa o tont d’ober plas d’ur bed nevez. (Lenn pelloc’h…) |
Kredenn-genvevañ vreizhek Anjela Duval – Jakeza Le Lay
Pa lennan oberenn Anjela Duval en em lavaran ma-unan : se an hini eo al lennegezh vrezhonek. Un tammig souezhus e c’hell bezañ an evezhiadenn-mañ met, da’m soñj, eo barzhoniezh Anjela Duval ur skouer vat eus al lennegezh vrezhonek a-vremañ. (Lenn pelloc’h…) |
Da Varzez or bro, Anjela Duval – Anne-Marie Maloney
Huñvreet am-boa deh da noz |
|
Feiz Anjela – Ivona Martin
N’eo ket aes, n’eo ket posupl zoken komz eus feiz neb piv bennak, se zo liorzh kuzh pep hini. Anjela zo bet goulennataet meur a wech gant hemañ pe henhont, he lezel a rin eta da lavarout hec’h-unan he soñj. |
War « hent » Anjela – Ivona Martin
Lakaet on gwall nec’het evit komz eus Anjela. Darempredoù ingal ha stank hon eus bet e-pad ugent vloaz, eskemmet hon eus kantadoù a lizhiri, hag en holl, tremenet em eus mizvezhioù e Traoñ-an-Dour. Penaos avat, nemet chom « war-c’horre » a rafen, lavarout piv e oa, pa chom-hi c’hoazh ur c’hevrin evidon e meur a geñver, ha marteze eo re abred klask hen ober ? (Lenn pelloc’h…) |
Meinigoù kizellet – Corinne ar Mero
« Rouez, ya, rouez-meurbet, e seblant bezañ ar merc’hed troet da skrivañ barzhoniezh » a skrive Klerg e 1973 1. Hervezañ e oa ken donezonet ar merc’hed hag ar baotred e-keñver barzhoniezh, nemet marteze ar merc’hed ne gredent ket lakaat pezh a santont war ar paper. Me ne gav ket din e vije nebeutoc’h a verc’hed « troet da skrivañ » barzhonegoù. Un afer degouezhioù eo, e-barzh ur gevredigezh roet, ma c’hallont ober pe get. (Lenn pelloc’h…) |
Eun oberenn a-bouez braz Anjela Duval, Kan an Douar – Per-Vari Mevel
N’emaom ket e-touez ar re-ze a ra dalhmad meuleudi da gement linenn a vez gwisket — pe treuzwisket — e brezoneg. Setu perag on-eus muioh a frankiz evid lavaroud pegement a vad a zonjom eus Barzaz Anjela Duval, Kan an Douar, pegen entanet om bet ouz e lenn, ha pegen uhel e lakaom al leor-ze el lennegez vrezoneg. D’or meno eo ar gwella tra bet embannet abaoue hanterkant vloaz d’an nebeuta. (Lenn pelloc’h…) |
Feunteun gozh Traoñ-an-Dour – Fañch Morvannoù
E 1972 e reas ar Frañs a-bezh anaoudegezh gant Anjela Duval en un abadenn tele e galleg a oa heh anw « Les Conteurs », kasset en-dro gant André Voisin. Dre ar galleg ha dre ar Frañs eo e teuas evelse Anjela da vezañ anavezet en he bro Vreizh (araog ne oa gwraet nemed gant un dornadig tud). Evelse e ouias iwe ar Vretoned e oa e Bro-Dreger ur beisantes kroget da vont war an oad hag a skrive e brezhoneg… (Lenn pelloc’h…) |
Traoñ-an-Dour – Fañch Peru
Traoñ an Dour |
Pa gavan foenn ne debran ket a blouz – Yann-Bêr Piriou
Boaz e oamp da vont d’ar vilin-se bep hañv pa veze brav an amzer. Degemeret mat e vezemp ha laosket da vont betek ribl ar stêr e-lec’h ma tremenemp eurvezhioù laouen, va bugale, o mamm ha me, e peoc’h ar glasvez, an evned hag an dour. A-boan diskennet eus ar wetur en deiz-se em boa remerket e oa, e-kreiz ar porzh, un den war an oad o tivizout gant Adèle ar vilinerez. Gwelet ivez : “Kan ar Skrilhed e Traoñ-an-Dour”, bet embannet e-barzh Al Liamm (niv. 121, Meurzh-Ebrel 1967) |
Ar « soudard kozh » – Naig Rozmor
Anaout a raen Anjela Duval dre he skridoù abaoe pell zo, rak aketus e vezen da lenn kement tra embannet diwar he fluenn, dre ma prizen he barzhoniaj ha ma toujen d’he menozioù. Tamm-ha-tamm avat e kreske ma c’hoant da vont d’ar « feunteun gozh » da glask, evel pet ha pet all, ur banne dour fresk, ha pemp bloaz zo bet en hañv dremenet, setu me gant va mignonez war hent Traoñ-an-Dour. (Lenn pelloc’h…) |
Paper, paperoù ha paperoùigoù Anjela – Soaz an Tieg
Kement tamm paper mat da vezañ skrivet warnañ a veze arboellet gant Anjela. N’eo ket hi a vije bet gwelet o teurel un tamm bara kuit ha kenkoulz all an diste- rañ paper gwenn a dalveze bara evit he skritur. Er skol e tape ar vugale ar pleg da espern paper ha kaieroù. Kaieroù brouilhoñs a veze roet deomp goude bezañ bet desket skrivañ war un ardoazenn. (Lenn pelloc’h…) |