Pedenn da sant Padrig

Hiziv p’emaņ ho kouel
Sant Padrig benniget
Eo aotreet me ’gred
Goulenn diganeoc’h skoazell
Ar mor-se anvet mor Breizh
M’hoc’h eus warnaņ bageet
Graet ken lies a dreizh
Gwelit e zour kousiet,
’Ket o treizhaņ kristenien
Gant tonennoų eoul-maen.
C’hoar eo Breizh da Iwerzhon
M’oc’h dezhi sant Patron
Hi fenoz e levenez
Daoust d’he c’hudennoų kriz
Met Breizh a zo en enkrez.
Padrig sikourit-ni
Dazont ar besketaerien
Zo lakaet en argoll
Dindan ar gwiskad eoul-maen
Ar pesked ’varvo holl
Sant Padrig ho pet truez
Eus al labourerien-vor
Grit ma tec’ho al lastez
Trema kein an donvor.

Un dra c’hoazh o sant doujet
Breizh a-bezh zo nec’het
Gant an dibab zo d’ober
’Vit gelvel kannaded :
Padrig patron Iwerzhon
Iwerzhon c’hoar da Vreizh
Breizh hiziv klaņv he c’halon
Hag en teņvalded he meiz
Gant Bro-C’hall bet lubanet
Trelatet dezhi he spered
’Oar mui war be tu mont.