Noz derc’hent Gouel Yann

Noz verrañ ar bloaz. Noz an deiz hirañ.
Dek eur ! An noz na gouezh ket.
Sklaer-hewel pep tra er pellder.
An oabl en deus un amliv hanter gañv :
Glas-mouk tanav, dibafalus, dilavarus,
Liv d’ar c’hevrin. Liv d’an hiraezh,
Liv d’an eñvor.
Splann al loar. Kann
— Diwelus c’hoazh ar stered. —
An noz he deus un neuz soñjus
Un soñj hiraezhus — ha kañvaouus moarvat —
D’ar boazioù kouezhet en tremened.
Splannder ha levenez kent
An nozvezhioù derc’hent Gouel Yann.
E maezioù Breizh hag er bourkoù bihan.
Flammoù ruz-tan o sevel a bep kêriadenn.
C’hwezh ar moged en aer noz.
Youc’hadennoù skiltrus bugale
Krapet war ar c’hleuzioù
En-dro d’an tuchennoù
O kontañ an Tantadoù
Tro-war-dro.
Hengounioù aet da get.
Re aezet dioueret ‘velkent,
Gant ar yaouankiz a-vremañ ;
— Pelec’h emaint-i ? ar yaouankiz birvidik ?
— O tiouennañ er skolioù (da c’hortoz divroañ)
Dre ur sevenadur disheñvel diouzh ijin o gouenn.
Henozh hepken ‘us d’ar glenn
Tantad sioul. Tantad yen :
Al loar splann,
En he C’hann
Hec’h-unan
O skediñ war al lann.
Noz derc’hent Gouel Yann…

23 a viz Mezheven 1964

E galleg