Notenn an embanner

  1. Anv Anjela

Anjela Duval ‘oa « Marie-Angèle Duval » e-keñver lezenn met « Angèle » [áõ’Ωè…l] ‘veze graet diouti gant he familh ha tud ar vro. Pa oa deuet da vezañ ur skrivagnerez brezhoneg ‘oa bet roet an anv-pluenn « Anjela » dezhi gant he mignoned eus an Emsav.

Tamm-ha-tamm he doa tapet ar pleg d’ober gant hec’h anv nevez hag e 1966 — hervez Nathalie Caradec — he doa graet ar choaz da vat : adalek ar mare-se he deus dilezet « Angèle » ha sinet he holl lizhiri « Anjela », memes ar re ‘oa en galleg. Met daoust dezhi skrivañ « Anjela » — a zo sañset bezañ distaget [áõn’Ωè…la] — e lâre-hi « Añjela » [áõΩëla]. Setu ez omp bet tapet ‘tre daou soñj ‘pad ur pennadig : skrivañ « Añjela », evel ma tistage, pe « Anjela », evel ma skrive ? ‘Benn ar fin hon eus miret he mod da skrivañ. Met memestra ‘aliomp hol lennerien da zistagañ hec’h anv-pluenn « Añjela » [áõΩëla] evel ma rae-hi.

  1. Urzh ar barzhonegoù

Tennet eo bet ar barzhonegoù a vo kavet amañ da heul eus daou seurt teuliad :

  • Ar c’haieroù, e-lec’h ma oant bet dornskrivet ganti, ha levrioù pe gazetennoù e-lec’h ma oant bet embannet (lodenn A) ;
  • Follennoù distag adkavet mesk-ha-mesk er c’hartoñsadoù bet fiziet e Mignoned Anjela gant Ronan Koadig (lodenn B).

An urzh bet dibabet el lodenn A eo an urzh kronologel. Ar barzhonegoù bet deiziataet ganti zo bet lakaet er plas o doa er c’haieroù. E c’haller soñjal e kave dezhi e oa peur- echu ar barzhonegoù-se. Pa zo bet adkavet stummoù disheñvel eus barzhonegoù zo int bet lakaet d’ober danvez un notenn.

Barzhonegoù (pe tammoù diechu) al lodenn B n’int ket bet urzhiet. N’int ket kinniget e memes mod ha re al lodenn A (n’eus ket bet roet ur bajennad a-bezh da bep hini anezhe) : brouilhoñsoù e oant chomet peurliesañ.

  1. Reizhskrivañ

Chomet omp feal da zornskridoù Anjela Duval, e-keñver ar reizhskrivañ koulz hag e-keñver ar poentaouiñ. Miret hon eus stummoù zo a zeue ez-naturel dindan pluenn an Dregeriadez.

  • Implij ar rannoùigoù-verb « a » hag « e » : evit un « a » (er yezh komzet) skrivet ganti e-plas un « e » (er yezh skrivet) hon eus miret an « a » gant ur c’hemmadur dre vlo- taat ; evit un « e » skrivet ganti e plas un « a » hon eus graet gant « a ». E-lec’h ar c’hemmadur dre vlotaat a lakae a-wechoù war-lerc’h « e » hon eus lakaet ar c’hemmadur Pa ne lakae rannig-verb ebet a-raok ur c’hemmadur dre vlotaat hon eus laosket ar c’hemmadur evel ma oa ha lakaet ur skrap ouzhpenn (da skouer e « aze ‘gan laouen aour ar stêr »).
  • Dalc’het hon eus ivez ar stummoù verboù en « -ije » a glever stank e Bro-Dreger (hag e lec’h all…) e plas « -eze » ; dalc’het hon eus an « d » ne gemm ket en yezh Treger pa ‘c’h a da « z » e lec’h all. Er c’hontrefed n’hon eus ket miret an tilde a veze skrivet gant Anjela Duval evit merkañ ar friadur gwechoù zo (diñ, a rañ, a.).
  • Implij an araogennoù eus, deus, ouzh ha diouzh : evel ma c’hoarvez gant ar vrezho- negerien a-vihanik e kaver alies ar ger « eus » (distaget « deus ») dindan pluenn Anjela Duval, pa vefe skrivet « ouzh » pe « diouzh » er yezh lennegel. Doujet hon eus ouzh yezh ar varzhez.
  • Gerioù, doareoù lavar pe stummoù tregeriek : gerioù zo hon eus miret er stummoù bet dibabet gant Anjela Duval daoust da levezon kreñv he « mistri da skrivañ » : meusc’harzig, dustu, h.a.
  1. Notennoù ouzh ar barzhonegoù

Savet hon eus tregont pajennad notennoù ouzh barzhonegoù Anjela Duval. E dibenn eil lodenn al levr e vint kavet. Met n’hon eus lakaet tamm arouezenn ebet e-mesk ar barzhonegoù, o kas al lenner d’an notennoù, rak n’houllemp ket saotrañ ar barzhonegoù…

Spi hon eus n’en em gollo ket hol lennerien er munudoù-se hag e kavint plijadur o tamwelet pinvidigezhoù distrad ha sebezus ar yezh komzet…