Chom ‘ray ar man glas
stag ouzh ar roc’h louet
Chom ‘ray ar vodenn gargel divoulc’h
gant he boulloù ruz-flamm
Chom ‘ray ar bokidi uhelvarr
gant o ferlezennoù gwenn
E beg an avalenn gozh.
Hag an ivinenn vihan du e kornig al liorzh
Chom ‘ray du ar vechenn
e-kreiz ar gantolig vinniget
Na kef ebet na flammino en Oaled
Yen-sklas e chomo aoter sakr an ti
‘Vo kraouig Nedeleg ebet fenoz,
e Baradozig Traoñ-an-Dour
Noazh ha goullo an daol. Goullo ar skabelloù
… Met ar chas a yudo er porzh
pa glevint kleier Tregrom
O c’hervel ar gristenien da oferenn ar Pellgent
— Keneiled vihan va c’halon
Daoust ha tremen ‘ray ur mignon
Da gomz deoc’h a Esperañs
en noz-mañ ken santel
Ma komz al loened etrezo
ha ma komz an dud d’o loened
Evel ma vefent bet tud.
Lannuon, 24 a viz Kerzu 1978