Breizh miz Du
An deiz o tont, lezirek
Da guitaat barlenn an noz.
An heol bemdez war zilerc’h
Da zigor e brenestr.
Chom ‘ra izel da ruzata
Digened ha dinerzh
Tamolodet er c’hogus
Evel ur vaouez kozh
Paket ‘n he gloaneier.
Kala-goañv. Gouel an Hollsent
Gouel an Anaon.
Bleunioù ha daeroù er beredoù
Dremmoù trist, ankeniet
o kantren etre ar bezioù
hag o taoulinañ da bediñ
evit o re dremenet.