1
Pe follentez zo krog ennoc’h tudoù va Bro ?
Pa rit d’ar c’hleuzioù ha d’ar gwez brezel garo
Distruj’ a rit evel tud foll holl Gened Breizh
He finvidigezh, hec’h enor, tudoù direizh.
2
Piv ‘n deus bountet deoc’h en ho penn menoz ken sot
‘Benn un nebeud mar kendalc’hit ‘vo mui ur bod
Na danvez-tan na danvez-prenn ; ‘met douar noazh
Ho pugale un deiz dambrest a vezo wazh !
3
Torfedourien, drouklazherien, tud diskiant
Mazochisted : evit un nebeudig arc’hant
Kinniget deoc’h-c’hwi gant Pariz ‘vit ho rivin
Komprenet ‘peus hoc’h interest war an tu gin
4
Hor hendadoù ‘oa bet tud fur ‘fardañ kleuzioù
O hadañ, o plantañ warno ‘bep seurt koadoù
Lann ha balan o bleunioù aour : arouez hor Breizh
Disheol ha goudor d’al labous d’ober e neizh
5
Esper am eus e tigorfet ho taoulagad
Hag e welfet pelec’h ‘mañ ‘n droug, pelec’h ‘mañ ‘r mad
Ha ‘lec’h diskar c’hwi a blanto gwez a-nevez
Ar gwez zo Kened. Sederni. Pinvidigezh…
17 a viz C’hwevrer 1978