Mamm ! evidout me ’ray un dro-c’houzoug perlez gant daeroù va glac’har.
Evit golo da dreid, ar stered o deus kizellet o mailhoùigoù sklêrijenn, met va road-me a
venn bezañ lakaet en da gerc’henn.
Ar binvidigezh hag ar brud a zever ouzhit. Dit eo d’o reiñ pe d’o derchel.
Met va zristidigezh-me a zo hepken din ha pa he degasan dit en prof, da c’hras a deu
en gopr.
1983