Mae ho salud Mari

Mae ho salud Mari

Da Itron Varia Vreizh
Eus daouzek maen ho kurunenn
O skediñ lintrus war ho penn
Mae : ar bempvet, an emrodenn
Mae ho salud Mari !
Dre vantell nevez ar c’hoadoù
Marelladur ar gwrimennoù
Dre leton flour an tirienoù
Mae ho salud Mari !
Dre geiz an neizhoù er spern-gwenn
Nij ar gwennili ‘us d’al lenn
Ar balanegoù blev melen
Mae ho salud Mari !
Dre ar bannoù heol hag ar barrioù glizh
Sarac’h an delioù en o yaouankiz
Dre ar sev a goeñv garenn ar gwinizh
Mae ho salud Mari !
Dre holl vleunioù frondus ar c’hloz
An avalenned gwenn ha roz
Dre aezhenn glouar ar serr-noz
Mae ho salud Mari !
Dre ar menn, an oan
An Evned bihan
An holl voudoù glan
Mae ho salud Mari !
Dre goag ar ran ha kri ar skrilh
Dre gan an adan er gwez tilh
Dre zour an eien o vilbilh
Mae ho salud Mari !
Dre bep perlezenn
War geot ar bradenn
Frond al lireu gwenn
Mae ho salud Mari !
Dre c’hrougous an durzhunell rous
Dre ar goulmig he mouezh voulouz
Dre drivli glan an amourouz
Mae ho salud Mari !
Dre hiboud sioul an dourredenn
Hirvoud ar skluzioù en draonienn
Hiraezh ar stêr d’ar mor divent
Mae ho salud Mari !

24 a viz Mae 1966