Lostennad bitrakoù

Evel tout an dud gwechall war ar maez e ouie Anjela Duval ur bern rimostelloù, kanaouennoù-pobl, troioù-lavar ha krennlavarioù. Met hi ‘roe kalz a vri dezhe. Kustumiñ ‘rae lakaat ‘nezhe war baper pa zeuent da soñj dezhi pe pa gleve unan bennaket o lâret ur ger dedennus. Darn anezhe he doa implijet en he skridoù ; e “Va Bed bugel”, “Leve ar paour” pe “Tad-kozh Roperz-Huon”, dreist-holl. Met kalz a re all hon eus bet kavet, ouzhpenn, e-mesk he dornskridoù. Soñjet hon eus e plijfe d’hol lennerien lenn anezhe. Dreist-holl d’ar re o deus bugale pe a ra war-dro bugale. Neuze hon eus bodet ‘nezhe — diwar holl gaieroù ha follennoù distag ar varzhez— ha renket ‘nezhe dre stumm ha dre dem. Ar c’hrennlavarioù hag an evezhiadennoù a vo kavet da zigentañ, ar rolloù gerioù hag an troioù-lavar goude, ha neuze ar rimostelloù hag ar c’hanaouennoù.

Krennlavarioù hag evezhiadennoù 

Gerioù ha troioù-lavar

Rimostalloù ha kanaouennoù