O. Bezit truez Aotrou
Ouzh an Den digenvez
Ouzh an Den klañv
Ouzh an Den kozh
Ouzh an Den mac’hagnet
en e gorf pe ‘n e spered
Ouzh an Den muturniet
Ouzh an Den dinerzh
Ouzh an Den diyoul
Ouzh an Den lezirek
Ouzh an Den distabil
Ouzh an Den paour
Ouzh an Den dizesk
Ouzh an Den divroet
Ouzh an Den dilabour
Ouzh an Den disprizet
hag an Den re brizet
Ouzh an Emzivad
Ouzh ar Wreg divugel
Ouzh an Tiegezh diemglev
Ouzh ar mezeg emañ en e zorn
yec’hed ar c’hlañvour
Ar surjian emañ etre e zaouarn
ar sizailh
Ar barner emañ ‘n e zorn enor
an Den kablus
Ouzh ar beleg emañ etre e zaouarn
olevet Ene ar Pec’her
Ouzh ar Penngadour emañ etre
e zaouarn Buhez ur rejimant.
Ouzh ar boser emañ etre e zaouarn
ar gontell-lazh.
Ar c’hoadour emañ ‘n e zorn
ar vouc’hal diskar
An ijinour emañ ‘n e zorn Tonkadur
ar Bed danvezel
Ar Babig kousket emañ ‘n e zaouarn
serret Dazont ar Ouenn.
Pedenn
Diwallit ac’hanomp Aotrou diouzh ar Brezelioù diavaez ha diabarzh hag a laka da redek gwad hor yaouankizoù, a laka an Den da dreiñ da vleiz, a ra d’ar mammoù, d’ar priedoù, d’ar vugale gouelañ daeroù c’hwerv, a zismantr labourioù-meur savet gant ijin ha poan divrec’h mab-Den, hag a lez droukrañs ha gwarizi war ar Bed a-bezh. Ho pet truez Aotrou ouzh ar Bed ankeniet. Kreñvait hor Feiz, hon Esperañs hag hor C’harantez.
Amen
7 a viz Eost 1968