Lec’h va c’havell zo va rouantelezhig
Ganet on bet un deiz
Ma vleunie ar roz-kamm
Ganet on war ar maez
Ganet on en un atant
War zouar glad lignez va mamm
En Treger e Bro-Vreizh
Ganet d’an nevez-hañv
Da goulz an neizhoù blot
E gwasked an iliav hag ar man
Da goulz an ebeulien hag an ein nevez
O fringal er peurvan
Ma vourr ar saout-laezh
Peuriñ glas ar gwrimennoù
Ma krog ar ran da ganañ er poull-gor
Ar charreter da stlakañ e skourjez
‘N ur c’hwistellat da heul e denn
O respont d’ar voualc’h beg melen.
An Natur o prientiñ an Hañv
O tigeriñ he divrec’h d’an Heol
Ha da sklêrijenn nevez amzer Bask.
‘Vel pa vije bet pep tra ouzh va gortoz
Me bihanig, tra ken dister.
Ar pezh, kredapl, zo bet pennkaoz
Ma karan kement va c’horn-Bro
Ma n’em eus gallet morse
Lavarout dezhañ Kenavo.
Chomet ken stag eus va sitre
‘Vel ouzh ar roc’h ar Vrennikenn
Va zraonienn c’hlas dudius
Dastroc’het gant al Leger du
Gronnet gant tosenn Runavin
Keravel, Kerouel ha Keriel.
Ma tasson enni ken koant
Kleier sklintin tourig Tregrom…
Ha treid ponner ar Gazeg-du
O treizhañ deiz ha noz
Tud eus a Vrest da Bariz
Pariz-Sodome an islonk marlonk
Na zislonk he freizh nemet da vare an dorifor
Evit adlonkañ he dislonkadur bep bloaz d’ar « Rentrée »
3 a viz Here 1980