Tavet tiñsadenn diwezhañ ar c’hloc’h
Kollet er vrumenn c’hlas-hunvre
Trouz all ebet d’an Eur-mañ gor
‘Met kan abaf ur skrilh e don e san
Eiltoniet gant tarzhadennoù ar pokoù lann
Ha klemmoù kuñv ur boc’hruzig lent
Er spern-du irin ‘us d’ar garenn enk
Hañv 1967