Dre forzh kousket, entre liñselioù ar gwele,
Noz war-lerc’h noz, ‘vel ma fell d’ar gwez,
Dre forzh kousket ‘vel ma kousk ar gwez,
Dont a ri da hañvalout ouzh ar skeud
Ouzh al liñsel joget, ouzh ar pennwele
Kemeret gantañ ar pleg.
Dre forzh kousket noz goude noz te
‘Adkemero furm ar c’housk,
Gounit a ri da blas ‘barzh da gramenn, etre
Al liñselioù. Kleuzañ da blas er flourder hag
E vi hañval outañ.
Kleuzañ ‘ri da blas e disheol e pladadur
Ar gloan hag ar pri.
Evel ur skeudenn en traezh, al lec’h goullo
‘Lec’h ma teui gant da bried en da zivrec’h
Ar c’horf ‘oa bet te da-unan ! Evel-se
E teui da vout hañval ouzh ar mein
Ouzh an traezh, ouzh ar c’housk !
[1980 ?]