Iskis e tibouk ar c’houmoul
Eus an tu all d’an dosenn :
Heñvel ouzh floupadoù gloan !
Moarvat ‘oad o touzañ deñved
Du-hont e Porzh-Plûned.
Pa eo deut an arnev.
Hag an avel-dro en deus savet
Kuchennadoù en Oabl !
N’eo ket gwenn-gwenn o gloan…
Met ar glav en gwalc’ho tuchant.
10 a viz Ebrel 1963