Un den en deus astennet e zorn din
En ur dirollañ ur c’hoarzh sklintin
Hag an dremmwel a-bezh ‘n em zigoras
An Heol a lintras a-daol-trumm
Kened ur jestr breudeuriezh
O tisiellañ kevrin ar Bed
An douar ne vije nemet ur bez
Hep keneliezh dindan an neñv
Ezhomm hor bo daouarn gouestlet
Evit lezel enno hon doanioù da deuziñ
Deomp da ziskargañ enno hon enlouc’h
a grouadurien adkavet
Bagad evned o sevel asambles
Delioù daskrenus ur wezenn veur
Skourroù oc’h en em bokat
Psalm kanet gant mil mouezh
An askell-groc’hen
Rouanez seven ar c’himiadoù arc’hlas
A nij kuñv ha sioul ‘touez ar stered aour
Louet ha krenus en amheol e rez
Hun digas ar plantennoù youst
Hag a leugn ar selin a hirhunvre chin