D’ur gamaladez
War un ton dañs a vro Lannuon
I
Ni ‘oa ganet kichen-ha-kichen :
Unan a bep tu d’ar rinier.
Me ‘n ur menaj ha te ‘n ur vilin,
‘Tal ar Pont-Kozh war al Leger. } bis
II
Gwechall du-hont e bro Tonkedeg
Hon zadoù ‘oa kamaladoù,
Ganet e oant er memes kontre
Ha damdost d’ar memes noajoù. } bis
III
Abred ‘plije din mont da’z kwelet,
Va dornig krog e dorn va zad,
Ha me ‘m bije un tamm poan-spered
Pa deue ‘r mare da’z kuitaat. } bis
IV
Plijout ‘rae din loened ar vilin :
Ar c’hi Piram, ar vuoc’h Maier,
An durzhunell ‘gane ken lirzhin,
Ha « Blon » kozh, ar marc’h porte’er. } bis
V
Pa oamp brasoc’h ‘trezek Tromerien
Nimp a garzhe, d’an daoulamm-ruz
Dre wenojenn ar besketaerien,
Da glask kistin, lus ha babu. } bis
VI
Goude : merc’hed yaouank asambles
Ni ‘yae hon-div d’ar pardonioù :
Pardon Krist ha pardon Sant-Kare
Hag ar parrouzioù tro-war-dro. } bis
VII
Bremañ ‘heuilhi ur pried karet
Da c’hounit bara ‘r-maez ar vro
Ha me ‘chomo ‘lec’h ma’z on ganet
Heñvel eus ur wezenn dero. } bis
VIII
Kenavo ‘ta kamaladezig !
Ha degas din eus da geloù.
Kenavo Francis, Albertinig !
Kenavo ho-taou ! Kenavo ! } bis
15 a viz Du 1961