Ur velvenn velen m eus gwelet
En hentig don o nijellat
O troidell hag o koroll
Ha hi drantik ha hi bagol.
Ar bokidi-laezh a dride
Hag a lâre n eil degile :
Sell hi ta o kammigellat !
Mezv eo ? Pe mañ choariellat ?
Mezv gant frond ar bisoù haleg
Pe trellet gant aour al lanneg ?
Ar roz-kamm, int, he salude
Hag he fede dont do bete
Uvel ha stouet o fennoù,
O vouschoarzhin dan o choefoù
Hogen davet ar velionenn
Eo diskennet ar valafenn
Ar velionenn glas he lagad !
Ar roz-kamm o deus kalonad
28 a viz Meurzh 1968