— Dirazout. Va divrec’h, va douarn, va daeroù, va Boud a-bezh a gren. ‘Vel ma kren
delioù an avalenned kanell hejet gant an avel.
— An delioù avalenned-kanell ne grenont ket va muiañ-karet, skrijañ ‘reont dindan
flourig an avel a ‘n em vezv gant o fokoù frondus.
Deus ganin fenoz dindan an avalenned-kanell. Hag evel o delioù e skriji dindan va
flourigoù.
Hag evel an avel me a ‘n em vezvo gant da bokoù frondus.
— Mont a rin, met evit va fokoù petra din a roi ?
— Evit da bokoù me ‘ginnig dit va fokoù
— Evit va c’halon, petra din a roi ?
— Evit da galon me ‘ginnig dit va c’halon.
— Evit va C’harantez, petra din a roi ?
— Evit da Garantez, me ‘ginnig dit va Buhez !
— Degemer ‘ran da bok, da galon, da Vuhez !
Ha me ‘n em ro dit holl en eskemm
Hag hollgrenus ez in fenoz a ginnig dit va fok.
Dindan an avalenned-kanell
Flouret gant an avel.
Hag en avel mezvet gant pokoù frondus…
1añ a viz Genver 1969