Itron Varia Vae

Marie. Mamm da Zoue, rentit din, mar plij, an Eeunded er vuhez pemdeziek, lemit
diouzhin ar c’hemplegadurioù diret hag a zo o luziañ va Empenn.
Roit din ar c’hras da vevañ ho Puhez kuzh unanet gant Jezuz, evel m’hoc’h eus graet
c’hwi, bemdez el Levenez hag er Peoc’h.
N’hoc’h eus diskuliet da zen ho Tiaesderioù ha digomprenusted hoc’h amezeien ;
bevañ ‘raec’h e gras dibaouez ar sentidigezh da Zoue, o labourat, uvel ha din, evel
maouezed ho Pro.
Ar re all ne c’hellent ket meizañ. Ne c’hellent ket kompren karantez hag oberiantiz ar
spered santel, marteze e labezent gant drougiezh ho klanded vurzhudus.
Degemeret hoc’h eus ar falstamallerezh, an dismegañsoù, ar poanioù, ar galon
treuzet. O c’hinniget hoc’h eus a-unvan gant Jezuz, evit lemel ar sklavelezh diwar an
dud, ha reiñ dezho o dieubidigezh : o buhzez a beurbadelezh er splannded doueel !

Diwar Odette Mariage.