Pa oan o tic’hoanagiñ
Pa oan o fallgaloniñ
P’am boa kollet pal va buhez
Va abeg nemetken da vevañ
Pa soñje din ’oa echu
Va labour er Bed-mañ
Peogwir edo gourvezet en o bez
Va holl garantezioù
Pa’z aen, pleget va fenn
Va sell war ma botoù
Brummennet va daoulagad
Ha du va menozioù
Dilezet gant Doue
Pa’z aen war-zu va bez
Dinerzh ha diseblant
Dija hanter-voredet
Am eus klevet ur galv
« Me eo Breizh, emezi
Hag evidout ’m eus ur gefredi. »25 a viz Kerzu 1962