Emaon o radeniñ…
Koantañ micher ! a lârfec’h.
Gwir eo. Met tomm eo.
Diskuizhomp ur momed.
War va brec’h falz ha forc’hell,
Em dorn ur radenenn
Mistr ha skañv ‘vel un dantelezhenn ;
War vord ar park ec’h azezan,
E brizhheol ar gwez kistin.
— Frond treantus ha mezevellus
Ar raden o weñviñ,
‘N ur hilligañ va fronelloù,
Zo aet betek va empenn.
Ha setu me krog da rambreal,
Va spered o kantreal
Dre wenodennoù an Eñvor…
Ma tremen dirazon,
‘Vel war ur skramm trellus,
Va yaouankiz aet e-biou.
Hag e soñjan en Amzer dremenet
Ha na zeuio ken en-dro.
« Emañ Diskar-Amzer va buhez »
— A ! Radenenn gell-aour !
Arouez an douar krin ha paour…
Pebezh Tonkadur hon hini :
Difrouezh ! Dibouez ! Dister !
Na me ‘garfe da vihanañ bout eveldout,
Gouest ivez da deurel frond :
« Frond treantus ha mezevellus
Ar Varzhoniezh c’hlan ! »
10 a viz Du 1962