Hiraezh

« A ! na hiraezh am eus d’an Oabl glas
Goude ar sizhunvezhioù ken louet-mañ !…
Tremenet (hervez) hanter Genver
Ha liv all ebet c’hoazh n’am eus gwelet d’ar bloaz
Nemet an darnig Oabl louet-se
E hirgarrezenn va frenestr…
— Gwech un evn o tremen gant tizh ul luc’hedenn.
— Ur skourrig kromm ha krewek eus ar saprenn c’hlas o skubañ hep skuizhañ toenn louet al loch, pa vez an disterañ mouchig avel.
— Ha du-hont pelloc’h en dremmwel :
Ur gistinenn dibourc’h, hag hi ken louet-all he liv. Sonn, avat, ha reut evel ur peizant, balc’h ha dic’hoarzh dirak ul luc’hskeudenner.
A ! na hiraezh am eus d’an Oabloù glas ha marellet !
D’an Heol lirzhin ha d’an avel sin,
D’ar gouerioù argant. Ha d’ar pradoù gwer, gant perlezenn ar beure war bep geotenn nevez.
A ! na hiraezh am eus… »

3 a viz C’hwevrer 1964

E galleg