Bennozh d’an Aotrou en deus krouet an Ed
Da guzhet am boa da gala-goañv
E gwasked an Erv
En douar-se prientet evidout
Gant kement a breder.
N’out ket bet trubard d’am spi
Tro-pad nav miz ac’h eus poaniet :
Glec’hiañ. Kellidañ. Diwan.
Kefiañ. Garenniñ. Koeñviñ.
Disac’hañ. Bleuniañ.
Bouediñ. Dareviñ.
Ha dont da vezañ
Ar pezh m’eo tonket dit bezañ :
Promesa bara !…
Emaout aze ledet war leurenn ar c’hrignol
E klod da noazhded alaouret
Digoc’hennet eus da bell ha da blouz
Gant tizh ar rodoù dir didruez
E-kreiz tourni ha poultrenn.
Ha n’eo ket echu da galvar !
Emañ braeoù ar vilin ouzh da c’hortoz
Emañ gwrez ar forn ouzh da c’hortoz
Pa vezi dimezet d’an dour
Ha d’an holen.
Gwinizhenn aour
He flanedenn gaer ha kriz
Magerez Mab-den
Ha Danvez Hostiv
Salud dit ha klod da viken !
Amen
9 a viz Gwengolo 1968