Da Ronan ha d’e geneiled-stourm
Iwerzhon ! Iwerzhon !
Choar garet hor Bro-ni
N hor chalon zo trefu
Gant da Freuz ha da Reuz.
Iwerzhon ! Iwerzhon !
Stivell ar sent
Breizh a zo dit dleourez :
Avielet eo bet hi gant da vibien
Hag he chalon a gren
Gant ar spont hiziv an deiz.
O ya, me oar, gwad glan da Verzherien
a choulenne dichaou.
Re bell ha re griz
Ch eus gouzañvet ar Yev
Dour sall da zaeroù oa re skañv
– Ponneroch ar gwad eget an dour –
Dirak Doue ha dirak an dud
Eo glan da Venoz ha reizh da stourm
Ra deurvezo gant an Hollchalloudeg
Lakat un termen daz Reuz
Dre an Trech dleet dit.
2 a viz Gwengolo 1979