Gourc’hemennoù Breizh

I
Da Vro hepken a enori
Ha dreist pep Bro all a gari
II
Da Vro-te na zilezi ket
‘Vit mont da redek dre ar Bed
III
Nerzh da gorf yaouank a viri
Ha da spered d’He servijiñ
IV
Hec’h Hengounioù te a viro
Gant doujañs vras d’hor Gourdadoù
V
Diwall da vout ur Gouennlazher
En ur vezañ re lez-ober
VI
Diwall ouzh ar wallc’hoantegezh
A galon hag a volontez
VII
Domaj ebet da Vreizh na ri
Ha m’ac’h eus graet hast rapariñ
VIII
Gevier diwall na liviri
Ha kennebeut fals-testeni.
IX
Da gorf, da spered a viri
Glan eus a gement viloni
X
Bro ur Bobl all na zezir ket
Met difenn Breizh gant Lealded
XI
War-lerc’h enorioù na redi
(Enor da Vro a zifenni !)
XII
Eñvor da sent kozh a viri
En o chapelioù e pedi
XIII
Gant doujañs te a c’houlenno
O Bennozh war da labourioù
XIV
D’an Estren evit priz ebet
Douar da Vro na werzhi ket
XV
Te a gomzo. Te a gano
En Brezhoneg yezh da Vamm-Vro
XVI
Gant aked ha gred ‘viri te
Teñzor da Ouenn d’az Pugale

3 a viz Mezheven 1979