Mil ha mil ger ha mil ger all c’hoazh
A ra diouer din em geriadur
Da envel mil arliv an Natur
Da lavarout mil furm ar bleuñv
An deil, hag ar c’houmoul o redek
En oabl, bountet gant ar Gwent.
Da lavarout frammadur
Ar wezenn dibourc’h.
Kan an dour er gwazhioù kamm
Er froudoù herr, e skluzioù ar stêr
Mil ger a ra diouer din
Da lavarout frond pep louzaouenn.
An douar gleb, an erv nevez-roget
Ar foenn o weñviñ da Ouel Yann.
Ar frouezh o tareviñ da Ouel Mikael.
N’am eus ket mil ger da lavarout
Blaz ar plant ha saour ar frouezh
Ar bara o tont eus ar forn
Ar c’hrampouezh war ar gleurc’h.
Mel ar wenanenn, laezh ar buoc’hed.
Bez’ eus mil dra, mil arliv, mil frond
Mil furm, mil blaz n’o deus anv ebet
Em geriadur, ha dic’houest on da fardañ
Re soutil eo al labour. Padal
O santout a ran evel ma sant
Al loened hag ar plant.
Int n’o deus ket ezhomm a c’herioù
Evit dishañvalout ar Mad eus ar Fall
Evit krouiñ Kened ha Nerzh.
Evit krouiñ Buhez. Pep hini hervez
E Natur. Hervez Lezenn-veur
Mestr an Natur.
Un arzour a zo e pep plantenn
Goût a oar frammañ, tresañ, livañ
Toullañ hentoù d’he gwrizioù
Tennañ gwad eus an Douar
Fardañ bleuñv ha frouezh
Ha sevel mogerioù-difenn
En-dro da di he bugale
Sellit bogenn ar Gistinenn
Sellit bogenn ar Favenn
Sellit ouzh neizh ar big ivez
Toet a spern gwiadet stank.
Ha terouar al lern dindan ar roc’h
Neizhig al laouenan
Kuzhet e troad ar c’hargelenn.
Holl c’herioù an Den lorc’hus
N’int ket gouest da zisplegañ
Ijin kevrinus an holl voudoù-bev
Da zifenn o Buhez
Ha Buhez o lignez.
Aner klask gerioù nevez
E-touez an dud
P’emaint holl e Geriadur kuzh
Ar Boudoù mut.
8 a viz Mae 1977