Ur yar difiñv a lieskement he diskennidi
Ur paun a-boz a ra ur rod kaer gant e lost
Ur marc’h doñv zo prim da redek.
Sioulded un den santel zo ur merk eus e furnez
Chom hep ‘n em laouenaat gant ar veulodi
Chom hep bezañ glac’haret gant ar rebech
Met anaout betek pelec’h ez a e c’halloud hag e voien
Sede ar pezh a ra dreistelezh an den.
Piv ‘ta a vennfe degemer un den
E-lec’h m’eo bezant Bouddha an Aotrou ?
Pa vez savet an heol daoust da sked ar stered
Nikun n’o gwel o lintrañ en oabl.
Un den meur, hañval ouzh ur metal prizius,
A chom dalc’hmat ar memes hini
Un den fraost, hañval ouzh pladennoù ur valañs
Na baouez da hejañ, da sevel ha da ziskenn.
M’hoc’h eus c’hoant da gas da benn un oberenn-veur
Klaskit ur c’henseurt dellezek a fiziañs
Evit tangwallañ ur Goadeg
Eo ret kaout sikour an avel
Ne rit ket d’ho nesañ
Ar pezh na garfec’h ket gouzañv eus e berzh
Hent uhel an emroüsted eo ar berrañ hent
A gas da Rouantelezh an Drec’hourien
Ur marc’h-red na dizh ket ken prim e bal
Evel ma ra an hent-se.
Met an den emgar n’e anavezo biken.
[Genver 1969]
Diwar komzoù al Lamaed.