Fido

A ! Va c’hi ! Doue ‘oar pegeit zo etrezomp
Zo ‘tre da Anien hag Ene da Vestrez
Eñ nemetañ a oar ha perak ha penaos
E vevez eus he sell, e varvez eus he marv
Ha dre peseurt truez ‘vit hor c’halon az ro
Da garout c’hoazh d’ar re n’int mui karet gant den
Rak-se loenig uvel kousket e-harz va zreid
Biskoazh gant ur ger rust ne boagnis da galon
‘N ur bellaat ouzh va dorn da deod karantezus
Met dalc’hmat, ya dalc’hmat ennout am eus doujet
Madelezh ar C’hrouer da Vestr ha va Hini.
Breudeur eo ‘n holl voudoù hag holl din a zoujañs
Pa vez, va c’hi Fido, da selloù war va re
Ar sioulded nemeti a veiz hon diviz mut
Pa rankan azezañ. Pa rankan pennglinañ
Da lagad ‘zigor trumm ; te ‘zilamm d’am c’hwesha
Te ‘lenn va ankenioù e don va daoulagad,
E roufennoù va zal, te ‘lenn va nec’hamant
Evit va diduiñ ha klask louzoù d’am doan
Te ‘grog dousik em dorn, dousik hep ober poan.

23 a viz C’hwevrer 1968

E galleg