Kemer ‘rin an holl c’herioù
a garez
a c’han eus an douar
a hadez
Evel greunennoù gwinizh
evit reiñ deomp an hañv…
Kemer ‘rin deil-bleuñv da varzhonegoù
o reiñ a rin d’an avel
reder-bro
Ma’z aint da skuilh o frond
e kalon an harluidi…
Kemer ‘rin da selloù
da sioulañsoù
a zeu dit eus ar gwez
o bezañs
Hag ez in da gomz dezho
eus nozvezhioù an oaled
Emañ fest-noz war-dro
da zaoulagad
ar gouel eo a lintr ha karantez
Dremm a skeud hag a sklêrijenn
poanioù ha douster ar maezioù
1976,
diwar Judikael.