Evel-se ’mañ Er bed-mañ !

Bez’ zo tud dilabour
Hag a venn bout ac’hubet
Bez’ zo tud o klask labour
Hag o pediñ Doue na gavfent ket.
Bez’ zo tud o deus re a labour
Tud brevet gant al labour
Ha ne gavont den d’o sikour
Bez’ zo tud n’o deus morse re a labour
Ha ne rofent ket un devezh labour
Da c’hounit d’un den dilabour.
Bez’ zo tud o vevañ frank gant labour skañv
Bez’ zo tud o krakvevañ gant labour start
Bez’ zo tud o reiñ o foan da vagañ tud disoursi
Ha tud o vevañ disoursi gant poan ar poanier
Bez’ zo darn n’o deus morse sav-kein
Bez’ zo darn all na blegont morse o c’hein
(La terre est basse !)
Bez’ zo tud ‘vez bemdez ar Sul evito
Bez’ zo tud ‘zo stag sul-ouel-pemdez.
Bez’ zo tud ‘vez gwisket kran
Ha livet o beg ha begoù o bizied
Bez’ zo tud ‘vez gwisket e truilhoù
Roget ha diroget gant an drez hag ar spern
Spinac’het ha roufennet o c’hroc’hen
Ha rous evel c’hwiled-derv.
Bez’ zo tud a vev er gwasked
Ha darn a vev dindan an holl amzer.
Bez’ zo darn o deus nerzh ha yec’hed
Bez’ zo darn all dinerzh ha gwiridik
Bez’ zo tud o deus maner pe gastell
Bez’ zo tudigoù n’o deus nemet un tiig dirapar
Bez’ zo tud a oar komz ha kerzhout
Bez’ zo darn n’o deus na gras na feson
Evel-se eo lodennet madoù ar Bed-mañ
Ha hervez darn ned eo ket reizh…
Met eus e lod a skiant
Pep den a vez kontant
Ha meur a hini a soñj e sekred
En deus bet muioc’h eget e amezeg.

12 a viz Eost 1978