Eñ hag e oa dleet dezhañ bout ganet…

Abalamour ac’h eus e aberzhet, hep ur sell.
Ar c’hellid-se ouzhit da-unan, brokus ennañ ar sev.
O prientiñ, er c’hevrin, broñs ur vuhez
E seblant dit, bepred, emañ ar sioulañs o c’harmiñ…
A ! E ankouazh ! Lenn mui en da hurlinkoù
Ar rebech-se resis war vuzelloù abaf
Ar bugel doaniet n’eo ket fellet dit anavezout
« Perak n’eus ket ac’hanon ? Me hag a dlee bout ganet ? »
Zoken m’en gallfes ? Eus e vez dizanav
Un deiz e savo ar Merzher dinamm
Ha pa lavaro piv, en kuzh, ‘n eus e lazhet
Pelec’h ‘n em guzhi-te ? Ma c’halv ac’hanout « Mamm » ?

Diwar Yvonne Mignot.