A, ur c’hi ! Ur c’hi am eus gwelet
‘M eus gwelet eus va gwele
Loen all ebet abaoe eizhtez
Nemet ur gelienenn
Ur gelienenn abaf war vordig an tas.
Perak eo azezet ar c’hi e-kreiz an hent ?
Dirak va frenestr
Hag aet adarre war-lerc’h e vestr
Daoust ha pellsanterezh o deus ar chas ?
Daoust hag e oueze hemañ
Am boa lezet du-hont er gêr
Pevar gi feal, div vamm ha daou labous-ki :
« Brennos » ha « Gwenn-ha-Du »
Bugale « Stur » ha « Fionn » ?
Trugarez dit, Ki, da vout graet
Ur sell trema din…
Er c’hlañvdi, 10 a viz Gwengolo 1976