Doue hag an Den

Doue
— Graet am eus ar Bed gant pri ha dour
Te ac’h eus graet an Islam, an Tartaria, Zanzibar
Te ac’h eus graet ar C’hleze, ar bir hag ar fuzuilh
Eus an douar am eus graet an dir pur
Te ac’h eus graet ar vouc’hal evit gwezenn ar prad
Te ac’h eus graet ar gaoued evit al labous a gan.
An Den
— Te ac’h eus graet an noz, ha me ar c’hleuzeur
Te ac’h eus graet ar pri ha me ar gopell.
Te ac’h eus krouet ar gouelec’hioù, an traoniennoù, ar menezioù
Me am eus graet al liorzhoù, ar parkoù, ar rozegi
Ma am eus tennet ar gwer eus ar maen
Hag an enepkontamm eus ar c’hontamm.

Diwar Iqbal, Pakistan.