Dit-te

Dit-te eo ar sklêrijenn a darzh eus an Teñvalded
Hag ar Vadelezh a darzh eus ur galon brevet gant ar stourm.
Dit-te an ti digor war ar Bed hag ar garantez a c’halv war an dachenn emgann
Dit eo ar Road a chom ur gounid pa seblant kollet pep tra hag ar vuhez a zever
a-dreuz islonk ar marv.
Dit ar gwenved kuzhet er boultrenn douarel
Hag emaout aze evidon
Hag emaout aze evit an holl.