Diskar ar c’hleuzioù

Bleunioù dister. Bleunioù tener
Bleunioù savet war ar girzhier
Diwanet a-grap ar c’hleuzioù
Hag e leton ar gwrimennoù
Bleunioù koant an Nevez-amzer
Hollwisket gant livioù seder
Bleuñv gwenn, ha glas, ha ruz, ha roz
Ha melen ‘vel stered an noz.
Pe Bro ‘n devo ouzhoc’h truez ?
E pe vro ‘reot hoc’h annez ?
Pa ne vo mui na garzh na kleuz.
‘Mañ maezioù Breizh o koll o neuz !
Nann n’eo mui Breizh Tir ar Gelted !
Ha pelec’h ‘neizho an Evned ?
Diskaret, devet ar gwez kozh
Lakaet an tan el lann, er roz !
Mui a ograoù d’an avel yud…
Piv ‘gano c’hoazh er blaenenn vut ?
‘Vo mui na kan, na frond, na bleuñv
Na mui disheol e kostez ‘r c’hleuz
Ha pelec’h ‘ta ‘ray ar c’hozhiad
Un diskuizh hag ur c’hornedad ?
Goudor ebet ouzh ar reklom
Brizhheol ebet ‘kreiz an hañv tomm
Na danvez mel d’ar wenanenn
Na plas d’e guzhat er gleuzenn.
Hag ar frouezh gouez va bugale
Echu ‘vo dezho hep dale :
Kistin, kraoñ-kelvez, mouar du
Koper, irin, lus ha babu…
Ha pelec’h ‘kavo ar gwrac’hed
Louzaouennoù da aozañ tret ?
O yaouankizoù diskiant
O trok’ Levenez ‘vit arc’hant
Selaouit klemm ar c’hleuzioù kozh
Ho pet truez ouzh ho Pro gozh
Ouzh labour sakr ho Tadoù kozh.

C’hwevrer 1967