Devezh an Dornañ

Barzhoniezh pobl
El leur :
— Ferc’hier, skubellennoù a-strew
Trouz ha safar ha paotred vezv.
Ar bern plouz o vennout kouezhañ
Div pe deir skeul ouzh e harpañ
Er porzh :
— En ur flapañ e zivaskell
Ar c’hog a gan war ar bern pell
A-denn-askell yer a zered
Estonet-holl gant ur seurt pred.
Er solier :
— Founnus eo an eost er bloaz-mañ
Tev ar bernioù. Labour meskañ
A winizh rous ar viñs zo leun
Krevet ar sac’h gant paotr ar greun ?
En ti :
— Leun an div daol gant ar baotred
Bec’h war ar c’heginerezed
Ki bras Anton. Ki bihan Paol
O valañ eskern ‘dan an daol.
En hent :
— Skarzhet « Kerdrubuilh » evelkent
Paotred a gan ‘n ur vont en hent
Ur boultrenn lous war o zog plouz
Pellennoù melen ‘n o blev rous.
War an treuzoù :
— Tec’het an dud, tavet an trouz
Deomp da skaotañ al listri lous
Labour gwalc’hiñ. Labour torchañ
Labour kempenn. Labour skubañ.
O vouskanañ :
— Echu an eost, echu dornañ
Warc’hoazh ar Sul da ziskuizhañ…

Eost 1964

E galleg