Elfennoù buhez hag oberenn Anjela Duval (1905, ar C’houerc’had — 1981, Lannuon).
Bodet zo ivez kopiennoù un nebeud pennadoù-kazetennoù
(1971 da 1982) e-barzh ar pdf-mañ.
1958 |
Tremen a reas an aotrou Dubourg e Traoñ-an-Dour. |
|
1960 |
Kentañ barzhoneg skrivet e brezhoneg, d’ar 25 a viz Kerzu. |
|
1961 |
Kentañ lizher skrivet e brezhoneg, kaset da Ivona Martin d’an 20 a viz Gouere. |
|
|
— |
Resev a reas digant Ivona Martin tost an holl levrioù ha kelaouennoù bet embannet abaoe tregont vloaz gant Gwalarn hag Al Liamm (d’an 23 a viz Gwengolo ha d’ar 4 a viz Here). |
1962 |
Kentañ barzhoneg embannet, e miz C’hwevrer, war Ar Bed Keltiek. |
|
— |
Dont a reas an aotrou Klerg da gavet Anjela evit ar wech kentañ, en diskaramzer. |
|
|
1963 |
Dont a reas Ivona Martin da gavet Anjela evit ar wech kentañ, d’an 19 a viz Mae. |
1971 |
Abadenn skinwel André Voisin, « Le Trégor en deux visages », heuliad abadennoù « Les Conteurs », skignet d’an 28 a viz Kerzu. |
|
1973 |
Kan an Douar, he levr kentañ, a voe embannet gant Al Liamm. |
|
— |
Hiboud al Leger. |
|
— |
Niverenn ispisial eus Hor Yezh. |
|
— |
Priz Yann-Ber Kalloc’h. |
|
1975 |
Adskignet abadenn skinwel André Voisin. |
|
1978 |
Adembannet Kan an Douar. |
|
1979 |
Priz Per Trepos evit Leve ar paour. |
|
|
1981 |
Mont a reas Anjela da Anaon, d’ar 7 a viz Du, en ospital Lannuon. |
1982 |
||
— |
||
1986 |
||
1998 |
||
2000 |
||
2001 |
Lec’hienn internet gouestlet da Anjela Duval : www.breizh.net/anjela |
|
2003 |
Quatre Poires, dastumad barzhonegoù troet gant Paol Keineg. |
|
2005 |
Kantvet deiz-ha-bloaz ganedigezh Anjela Duval hag adembannadur hec’h oberenn glok. |